Claude Favre de Vaugelas

Vaugelas

Anv Claude Favre de Vaugelas
Lesanv Le Greffier de l'usage
"Grefier an arver"

Ganedigezh 6 a viz Genver 1585
Meximieux
Marv 26 a viz C'hwevrer 1650
Pariz
Broadelezh  Savoian

Micher Yezhadurour
Yezhoniour

Claude Favre, baron Pérouges hag aotrou Vaugelas, ganet d'ar 6 a viz Genver 1585 e Meximieux (Savoia) ha marvet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1650 e Pariz, a oa ur yezhadurour hag ur yezhoniour gallek savoian.
Unan eus kentañ izili an Akademiezh c'hall e voe.

E dad a oa senedour e Savoia. Eñ a yeas da servij Gaston d'Orléans (1608-1660), breur paotretaer ar roue gall Loeiz XIV. Evel ma ne veze ket paeet alies gant e vestr, ha dre ma ouie italianeg ha spagnoleg, e klaske ober tammoù labour jubenniñ e lez ar roue Loeiz XIII.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy